Preizhadeg Roma (1527)

Preizhadeg Roma, e 1527.
Arigrap Roma, e 1527. Engravadur gant Maarten van Heemskerck.

Preizhadeg Roma a voe graet adalek ar 6 a viz Mae 1527 gant 6000 soudard a Vro-Spagn, un niver dianav a Italianed, hag ivez dreist-holl gant 14 000 goafer alaman eus arme Karl V, dindan urzhioù ar c'honestabl Charlez III Bourbon. Padout a reas betek C'hwevrer 1528. Un darvoud a-bouez eus Seizhvet brezel Italia e voe.

En amzer-se edo kêr Roma e Stadoù ar Pab, ha preizhataet e voe gant soudarded dirollet, goaferien alaman protestant anezho dreist-holl, peogwir ne oant ket bet paeet. Goude marv o jeneral, Charlez III Bourbon, ez eas ar c'hoaferien alaman-se gant soudarded all, Spagnoliz hag Italianed, da gemer ur gêr hag a oa difennet fall gant un arme dister.

War-dro 20 000 Roman a voe lazhet, 10 000 a dec'has, 30 000 a varvas gant ar vosenn degaset gant an Alamaned. E-keit-se e oa repuet ar pab Klemez VII e kastell Sant'Angelo, met kodianañ a rankas, ha paeañ 400 000 pezh aour. Protestanted e oa ar braz eus ar c'hoaferien alaman, ha kasoni a vagent ouzh ar pab hag ar galloud katolik, ken e voe graet ganto ar brasañ droug d'al leaned ha leanezed hag ar brasañ freuz en ilizoù ha kouentoù.

Un darvoud a-bouez e voe preizhadeg Roma er brezelioù hir a c'hoarvezas en Europa etre an Impalaeriezh Santel hag ar Rouantelezh c'hall, a oa neuze o reiñ harp d'ar pab ha da Stadoù an Iliz. Gant ar freuz ha reuz lakaet e kêr Roma e voe lakaet splann edo levezon Italia o tisteraat, aloubet ma oa gant armeoù estren, hag un dismegañs vras e voe d'an Iliz katolik en ur mare ma oa al luteriegezh o vont war-raok en Alamagn.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search